Diferadenn guzhudegezh

Titour ha frankiz - Roadennoù prevez

Pouezus eo evit al lec'hienn KerLuxY Giz ha Tiez doujañ ho vuhez prevez. Ar roadennoù personel dastumet a denn dreist-holl d'ho anv, d'ho anv-bihan, d'ho oad, d'ho chomlec'h postel, d'ho chomlec'h degasadenn,  d'ho niverenn bellgomz hag ivez d'an oll roadennoù all bet krouet gant ho merdeiñ hag eskemmoù war hol lec'hienn e linenn.

Ret-holl eo an titouroù lakaet en ho kont kliented evit ma vo treuzkaset ho koulenn hag e gas. KerLuxY Giz ha Tiez ne werzh ket pe ne feurm ket restroù enno ho roadennoù personel hoc'h eus lakaet war KerLuxY Giz ha Tiez. Ho roadennoù personel, talvoudus evit an degas ha dastumet war K-Y, a vez treuzkaset d'ar pourvezerien ha d'an treuzdougen gourc'hemennet gant hon embregerezh.

An holl-roadennoù dastumet war KerLuxY Giz ha Tiez a zo herberc'hiet war servijerioù lec'hiet en Europa. Da bep mare ho peus ar gwir da vont e darempred, da gemmañ ha da ziverkañ ho roadennoù.

Reiñ a reomp evezh dreist-holl da surentez an treuzdougen. War KerLuxY Giz ha Tiez e vez enrineget ho roadennoù bank ha treuzkaset en un endro sur penn-da-benn d'hor bank BNP PARIBAS.